Brezhoneg (Breizh)French (Fr)

Korn ar mediaoù

Débat

cloud 3

kendiviz

Vendredi 23 octobre 2015 - 18h30
Théâtre Max Jacob - Quimper

Dans le cadre de la journée de manifestations pour la reconnaissance de la diversité des langues et des cultures des territoires


Soirée débat public

Cliquer ici pour plus d'infos.

Gouel al levrioù

festivaldulivre

Accueil
Deomp de'i !!
Perak Breujoù DEOMP DEI 2013 Adperc'hennomp hor yezh ? PDF Moullañ Postel

19 hag 20 a viz Genver e Karaez 

N'eus avel a-du ebet evit an hini na oar ket da belec'h ez a !
(Seneca)


Abaoe pell, n'eus ket bet a breder kevredigezhel stroll gwirion diwar-benn dazont ar brezhoneg. Katalogoù zo bet savet da c'houlenn brezhoneg er skol, er media, er velestradurezh, da zifenn « hor gwirioù », da c'houlenn « ar brezhoneg yezh ofisiel ». Met gant peseurt pal, gant peseurt strategiezh ?

Lenn muioc'h...
 
Cheñch penn d'ar vazh ! PDF Moullañ Postel

Darvoudoù bet c'hoarvezet e Breizh n'eus ket pell 'zo a ziskouez e vez atav diaes d'ar Frañs doujañ d'he yezhoù minorel. Degaset en deus da soñj ar Prezidant François Hollande e vije peursinet Karta europa ar Yezhoù Rannvro pe Minorel, met daoust hag a-wallc'h e vo evit cheñch penn d'ar vazh?

JavaScript is disabled!
To display this content, you need a JavaScript capable browser.

 
Evit ur gwir dele bublik rannvroel e Breizh PDF Moullañ Postel

Ma z eus un arouez eus ar c'hreizennerezh e bro Frañs ez eo hini an tele publik pe brevez. ouzhpenn 95% eus ar produiñ e Frañs a vez graet e bro Bariz. Gwashoc'h a zo : gant an diaesterioù arc'hant a zo gant France Télévision e vez krennet c'hoazh ar bruzhunoù a vez produet er rannvroioù hag e Frañs3 Breizh en un doare ispisial '(keleier pemdeziek e galleg hag e brezhoneg, abadennoù).
Kresk ar skodenn dele a baeomp holl a servijo muioc'h c'hoazh da baeañ tele Pariz.

Goulennadeg

Gant labourerien Frañs3 Breizh en o stourm war an dachenn, hag e framm an digreizennañ, e c'houlennomp groñs ur gwir dele rannvroel a servij publik, diwar skouer pe awen Via Stella e Korsika, divyezhek da vat, hep disoñjal al Liger Atlantel.

Evit-se e c'halvomp da sinañ goulennadeg labourerien Frañs3 Breizh.


Gouzout hiroc'h : http://sauvonsfrance3bretagne.blogspot.fr/

 
Deomp de'i 2013 PDF Moullañ Postel

Deomp De’i, ar vanifestadeg aozet an 31 a viz Meurzh gant Kevre Breizh he deus graet berzh : frouezhusoc’h eo c’hoazh an disoc’h dre ma ‘z eus bet manifestadegoù all e pep korn eus Bro-C’hall. Ouzhpenn an 12 000 a dud e Kemper, ez eus bet kontet 48 000 den etre tout ar broioù, pezh a ra war-dro 60 000 a dud.

Hor yezhoù, hor sevenadurioù = ur gwir, ul lezenn !

Ar pezh a gont, hiriv, eo mont pelloc’h ha chom hep koll al lusk roet gant ar vanifestadeg. A-unvouezh eo bet votet gant Kevre aozañ devezhioù preder ha studi anvet Deomp de’i 2013.

Lenn muioc'h...
 
Ti-post Karaez: Ouverture d'un bureau de poste bilingue à Carhaix PDF Moullañ Postel
There are no translations available.

 

Carhaix. Un bureau de poste bilingue français/breton

Le Télégramme 08/11/2012

Le bureau de poste de Carhaix dispose désormais d'une signalisation bilingue français/breton.

A l'extérieur du bureau, un panneau indique "La Poste - Ti Post", tandis que quatre autres panneaux, également bilingues, ont été installés à l'intérieur. tipost karaez

Interrogée, la direction de La Poste à Quimper a assuré qu'il s'agissait "d'une expérience unique et limitée au bureau de poste de Carhaix". La commune invite cependant La Poste à "aller encore plus loin dans la reconnaissance des langues régionales, à Carhaix, en poursuivant la bilinguisation de sa signalétique, mais aussi ailleurs, en étendant ce dispositif à d'autres agences et bureaux en Bretagne et en France".

Lenn muioc'h...
 
Galv da genlabourat - Deomp de'i! 2013 PDF Moullañ Postel

Manifestadeg Deomp De’i an 31 a viz Meurzh he deus graet berzh seul vui ma z eo bet kenaozet gant  manifestadegoù all e pep korn a Vro-C’hall. Ouzhpenn an 12 000 a dud e Kemper, ez eus bet kontet 48 000 den er rannvroioù all, da laret eo 60 000 a dud dre holl.

 
Ar pezh a gont, hiriv, eo mont pelloc’h. Ouzhpenn-se,  ez eo bet kemmet an endro politikel e Bro-C’hall. Ar prezidant nevez en deus embannet bezañ ali gant ar yezhoù rannvro, gantañ ar muiañ niver er parlamant : kement-se a zegas ur chañs deomp da welout an traoù o vont war an tu mat, gant ma ouzimp tennañ gounit diwar an degouezh-se.  

Abalamour da-se, en deus emvod meur Kevre Breizh votet a unvouezh evit aozañ devezhioù preder, a vo anvet : DEOMP DE’I 2013.  

Sklaer eo ar palioù :

  1. adperc'hennañ ar yezh. Daoust hag an divyezhegezh a zo ur pal ?
  2. sevel ur strategiezh adperc'hennañ gant ar gevredigezh o tielfennañ sklaer stad an traoù hag an doareoù ;
  3. sevel un hent hep ober ur renabl ouzhpenn, pe prientiñ ul lezenn nevez ;
  4. sevel hon dazont hep  derc’hel gant soñjoù prim a zisparti ac’hanomp.
Lenn muioc'h...
 
<< Lañsañ < Alb 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 War-lerc'h > Dibenn >>

Pajenn 8 eus 15