Brezhoneg (Breizh)French (Fr)

Korn ar mediaoù

Débat

cloud 3

kendiviz

Vendredi 23 octobre 2015 - 18h30
Théâtre Max Jacob - Quimper

Dans le cadre de la journée de manifestations pour la reconnaissance de la diversité des langues et des cultures des territoires


Soirée débat public

Cliquer ici pour plus d'infos.

Gouel al levrioù

festivaldulivre

Accueil 2013
Deomp de'i 2013 PDF Moullañ Postel

Deomp De’i, ar vanifestadeg aozet an 31 a viz Meurzh gant Kevre Breizh he deus graet berzh : frouezhusoc’h eo c’hoazh an disoc’h dre ma ‘z eus bet manifestadegoù all e pep korn eus Bro-C’hall. Ouzhpenn an 12 000 a dud e Kemper, ez eus bet kontet 48 000 den etre tout ar broioù, pezh a ra war-dro 60 000 a dud.

Hor yezhoù, hor sevenadurioù = ur gwir, ul lezenn !

Ar pezh a gont, hiriv, eo mont pelloc’h ha chom hep koll al lusk roet gant ar vanifestadeg. A-unvouezh eo bet votet gant Kevre aozañ devezhioù preder ha studi anvet Deomp de’i 2013.


Kemmet an endro politikel e Bro-C’hall ; plas ar brezhoneg er gevredigezh ivez ; sell ar vretoned ouzh o yezh n’eo ket hini tregont vloaz ‘zo ; skolioù zo bet digoret ; radioioù zo bet savet.
Koulskoude, e chom diazezoù hor stourm heñvel, hag hor goulennoù ivez : brezhoneg da yezh ofisiel, kadarnat Karta Europa ar yezhoù, ul lezenn…
E-pad pell hon eus manifestet evit al liested sevenadurel, ha bremañ, e vez tud oc'h implij al liesyezhegezh-se a-enep d’ar brezhoneg.

Merzhout a reer ivez e vez alies pep hini o stourm eus e du : ar re a stourm evit ar skolioù a chom diouzh o zu, re ar radioioù pe ar skinwel ivez, un troc’h war vrasaat ; diaes eo alies d’ar re a stourm gant doareoù enep lezenn da gaout fiziañs er re a stourm hervez al lezenn, hag ar c’hontrol a zo ken gwir all.

Pouezus-bras eo eta, evit kas war raok en un doare efedus hor stourmoù evit hor yezhoù, prederiañ asambles, eskemm etrezomp war ur strategiezh hollek.

Pediñ a reomp eta an holl re a zo mennet da reiñ un dazont d'o yezh, brezhoneg pe gallaoueg da gemer perzh en devezhioù preder hag eskemm DEOMP DE’I 2013 aozet gant Kevre Breizh, d’an 19 hag an 20 a viz genver e lise Diwan e Karaez.

Sevel un destenn foran eo ar pal evit :

• adperc'hennañ ar yezh
• sevel ur strategiezh evit reiñ o flas d’ar brezhoneg ha d’ar gallaoueg er gevredigezh, goude bezañ bet studiet don stad an traoù e gwirionez, hag an doareoù ;
• sevel un hent hep ober ur renabl ouzhpenn, na prientiñ ul lezenn nevez ;
• sevel hon dazont hep derc’hel gant soñjoù prim a zisparti ac’hanomp.

Goude un eskemm dre skrid, e teu 3 dachenn preder war wel :

- peseurt diazezoù evit adperc’hennañ ar yezh ?
- an darempredoù gant ar bolitikerezh
- yezh ha tiriad

War al lechienn e kavoc'h an testennoù pouezusañ bet kaset deomp, hag ar sintezenn gentañ hon eus savet, evit magañ ar preder.


Kemerit perzh d’ho tro ha pinvidikait an diviz!
Kontañ a reomp warnoc’h,

 

ENSKRIVADUR AMAÑ 

Evit Kevre Breizh,

Patrig Hervé