Brezhoneg (Breizh)French (Fr)

Korn ar mediaoù

Débat

cloud 3

kendiviz

Vendredi 23 octobre 2015 - 18h30
Théâtre Max Jacob - Quimper

Dans le cadre de la journée de manifestations pour la reconnaissance de la diversité des langues et des cultures des territoires


Soirée débat public

Cliquer ici pour plus d'infos.

Gouel al levrioù

festivaldulivre

Accueil Galv da vanifestiñ
Galv da vanifestiñ PDF Moullañ Postel

Ur statud evit hor yezhoù ha sevenadurioù, ur statud evit hor broioù

Karaez - D'ar 24 a viz Here 2015


skritellfbGant holl broioù Frañs, a Vetropol ha Tramor ne c'houzañvomp ket ken bezañ gouarnet gant ur galloud kreiz jakobin, o tivizout en hor plas hag o tifenn da gentañ e interestoù dezhañ en desped da liested hor yezhoù ha sevenadurioù, hon istorioù hag hon ekonomiezhoù.

Ne fell ket deomp ken ur galloud kreiz kontrol da bennaennoù meur an demokratelezh diazezet war perzh an holl e buhez ar gevredigezh. Adaoz an tiriadoù zo bet graet :

  • o nac'hañ goulenn he soñj digant ar boblañs e kont gant bevennoù ar rannvroioù (1)
  • o nac'hañ derc'hel kont eus an identelezhioù a zo diazez o diorreadur (2)
 

Goulenn a reomp digant hon dilennidi da zont hag eñ ez int mennet da labourat :

  • evit sevel kenstroll tiriadel Breizh he femp departamant dezhañ ar galloudoù hag ar peadra evit e ziorreadur ekonomikel, sokial, sevenadurel hag hini an endro en un doare kempouezh, 
  • evit kenofisielaat yezhoù Breizh, brezhoneg pe gallaoueg e-kichen ar galleg o terc'hel kont eus ar goulenn hag an intrudu sokial, o toujañ ouzh ingalded dellezegezh ar yezhoù hag ar gomzerien,
  • evit kreñvaat an deskadurezh divyezhek brezhoneg/galleg dre soubidigezh pe barel, hag al liesyezhegezh,
  • evit astenn d'an holl kelennadurezh yezhoù Breizh, he sevenadur, hec'h istor,
  • evit kas war-raok mediaoù e brezhoneg ha gallaoueg, sevel ur radio hag un tele war pemp departamant Breizh.
 

Evit dazont Breizh, hini hor bugale, evit ma c'hellfent bevañ ha labourat en un doare dereat er vro, e rankomp kontañ da gentañ warnomp hon-unan, e rankomp gellout divizout ni-hon-unan e Breizh.