Brezhoneg (Breizh)French (Fr)

Korn ar mediaoù

Débat

cloud 3

kendiviz

Vendredi 23 octobre 2015 - 18h30
Théâtre Max Jacob - Quimper

Dans le cadre de la journée de manifestations pour la reconnaissance de la diversité des langues et des cultures des territoires


Soirée débat public

Cliquer ici pour plus d'infos.

Gouel al levrioù

festivaldulivre

Accueil Deomp de'i 2015 Gouel al levrioù e Breizh
Ar brezhoneg en ur c’hroashent ? PDF Moullañ Postel

Sed a vo danvez preder ar 26vet Gouel al Levrioù e Breizh e Karaez e 2015 ha neuze danvez ar gendael a vo dalc’het d’ar Sul goude-merenn.

Gouel al levrioù KaraezEn ur mare ma embann mui-oc’h-mui a Vretonezed hag a Vretoned e fell dezho e ve roet e blas penn-da-benn d’ar brezhoneg er gevredigezh vreizhek a-benn suraat e amzer da zont, ret-mat eo stadañ e talc’her bepred da gaelat outañ e pep keñver hag ez eo dister kenañ plas ar yezh er gedvuhez, er vuhez foran, er mediaoù hag er velestradurezh… Re zister moarvat evit reiñ an tu dezhi da zistreiñ da vezañ yezh kehentiñ. En deiz hiziv ez eo lakaet ar brezhoneg e renk « ar yezhoù en arvar bras » gant an Unesco. Degas a ra an aozadur etrevroadel da soñj « ez eo steuziadur ur yezh ur paouradur e meur a geñver evit an denelezh : anaoudegezhioù o vont da netra, steuziadur ar glad sevenadurel… » Daoust d’ar galvoù d’an evezh, daoust d’an aozadurioù enluskañ o stourmerien, daoust d’al labour divent graet gant an embannerien, gant Diwan, gant tud a bep seurt, e ranker anzav, siwazh, e talc’h ar brezhoneg da gilañ dirak lanv ar galleg ha bezañs kreñvoc’h-kreñvañ ar saozneg.


Un niver brasoc’h-brasañ a dud, hag i distok-mat aliezik o buhez diouzh an natur, a stourm da zifenn ar vevdiseurtegezh, da zifenn plantenn pe loen war var da steuziañ. Hag un dra vat eo hep ket a var. En em c’houlenn a c’heller perak avat, e-touez an dud-se, ez eus lod a sell gant sebez ha teurvoudegezh ouzh ar re a stourm evit ma n’aje ket ur yezh, evel ar brezhoneg, da get ha da netra. Evel pa ne vefe ket ivez an diseurtegezh yezhel un dra hollret da emdroadur yac’h mab-den ? Evel pa vefe tu da asantiñ diglemm ha distourm e kollfe ur bobl he yezh ?
Lod all, dezho un emzalc’h politikel a-gozh, a sav groñs a-enep ar yezhoù rannvro, evel Marine Le Pen, Mélenchon, un niver bras eus izili ar PS pe an UMP… O abegoù hag o arguzennoù zo milanavezet. Ar jakobinelezh c’hall, ar greizennelouriezh, an dispriz hag an dinac’h eus ar beziadoù hag ar yezhoù rannvro a zo hervezo binvioù ret, hag e-pad hir amzer c’hoazh… Afer c’hwitet a-ratozh adunaniezh Breizh zo frouezh ar gealiadurezh enepdemokratek-se, hag ur brouenn splann anezhi !
O vodañ a-hed un dibenn-sizhun hogos an holl diez-embann brezhonek ha gallek e Breizh, Gouel al levrioù Karaez a oa dleet dezhañ ober un dra bennak ha lakaat war wel stad nec’hus ar brezhoneg. Ned omp-ni ket difazi kennebeut all en hon aozadur hag asantiñ a reomp d’ar rebechoù a c’heller ober dimp. Hogen, 25 bloaz goude ma teuas mennozh ar gouel-mañ gant un dornad tud mennet start eus Stourm ar Brezhoneg – e-kerzh ur pred a vode dilennidi departamant ha tud eus melestradurezh an hentoù a-benn staliañ ur panellerezh divyezhek e Penn-ar-Bed – n’eo ket diezhomm sevel ar poent war saviad ar brezhoneg. Ha marteze adc’hervel kreñvoc’h c’hoazh d’an evezh.
War ar c’hraf-mañ, koulz ha war grefen all, ne fell ket dimp chom en aezamant an neptuegezh da welout. Herouezañ al levr e Breizh evel m’er greomp abaoe ur c’hart kantved zo un engouestl. Difenn ar sevenadur ivez. Gervel an holl da sevel enep saviad bremañ ar brezhoneg, enep an diseblanted hag enep an diober a-berzh lod, a zo evidomp un dever groñs.
Fellout a ra da Gouel al Levrioù Karaez degas e lod er stourm-se, hag e ray, dre aozañ ar gendael-mañ a vo roet ar gomz enni da dud varrek war an danvez, ha da dud deuet d’ar gouel. N’eo tamm sur ebet e kendalc’ho ar rummad stourmerien yaouank « da c’houlenn seven evit gounit bruzun nemetken », evel ma’z eus bet klevet lavarout nevez zo. Emañ ar brezhoneg en ur c’hroashent. Peseurt gwirioù demokratek a fell dimp evit hor yezh ? Peseurt gwirioù demokratek a ranko ar galloud politikel reiñ dimp evit he saveteiñ ? Pouezus eo kas ar gaoz war an dachenn-se e brezhoneg koulz hag e galleg, gant ur spered yac’h, yaus ha digor, hep esevañ nikun. Sed a vo pal Gouel al Levrioù Karaez da-geñver dibenn-sizhun diwezhañ miz Here 2015.

Evit gouzout hiroc'h : http://www.festivaldulivre-carhaix.org/